Bernard Hinault

Bernard Hinault

Bernard Hinault, ganet d’ar 14 a viz Du 1954 en Ilfinieg, Aodoù-an-Arvor, zo anezhañ ur marc'hhouarner breizhat .

Deskard junter-metaloù eo bet a-raok dimeziñ da Martine pa oa 18 vloaz. Daou vab o deus bet ha tad-paeron eo da g-Christopher Anquetil, ur mab da Jacques Anquetil, .

Etre 1978 ha 1986 e voe gwellañ marc'hhouarner ar bed. 216 gwech e voe trec’h pa oa marc’hhouarner a vicher (144 ma ne gonter ket ar c'hriteriomoù). Dre ma oa anezhañ ur paotr dornek e voe lesanvet ar "Broc'h bihan", ha da c'houde ar "Broc'h", rak ar broc'hed zo loened ha na lezont ket da dec’hel kuit ken aes se ar preizhoù tapet ganto.

Er bloavezhioù 2000 e tesav loened e Kerorgen, en Aodoù-an-Arvor. Unan eus atebeien ar c’hevredad a aoz Tro Bro-C'hall eo ivez. Lenn [1].

Skipailhoù lerc’h-ouzh-lerc’h :

D’an 9 a viz Du 1986 e paouezas gant ar vicher a varc'hhouarner, goude bezañ aozet ur redadeg belo-cross e Kesoue, e-kichenik Ilfinieg.

Jean Stablinski, bet marc’hhouarner ha kampion ar bed ivez, a voe e rener sport micherel kentañ. Ar Breizhad Cyrille Guimard, ur marc’hhouarner all, a voe e rener war-lerc’h. Da c’houde e redas e skipailh La Vie Claire a veze renet gant ar Suis Paul Koechli.

Marc'heg al Lejion a enor e teuas da vezañ d’an 21 a viz Genver 1986.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy